Lundi 27 juin 2011
1
27
/06
/Juin
/2011
09:52
E deskadurezh keodedel e teskomp perak eo a-bouez mont d'ar skol,reolennoù ar vuhez pemdeziek. Deskiñ a reomp petra eo
an idantelezh ha penaos kaout ar vroadelezh gall.
Desket 'vez petra c'hoarvezh pa ne yaer ket d'ar skol (e broioù 'zo e lak ar gerent ar vugale da labourat neuze ne c'hellont ket mont d'ar skol).
Plij a ra din peogwir e vez sellet kalz fotoioù lakaet e stumm diaporama.
Ha dedennus eo.
Yannis.
Par skolaj Diwan bro Naoned
0
Lundi 27 juin 2011
1
27
/06
/Juin
/2011
09:40
Graet hon eus peñtabon, redadegoù ha vorteks.
Er peñtaboñ ar pal a
zo mont ar pellañ posubl oc'h implijout pe an troad dehou, an hini dehou, an hini kleiz, pe an hini kleiz, an hini dehou, an hini kleiz.
Ar redadegoù 'vez
graet war 50 metrad o vont ar buanañ ar gwellañ .
Er vorteks ez eus
pevar linenn. Ar pal 'zo bannañ ar vorteks ar pellañ posubl eeun el linenn dirak. Ar poentoù : el linenn gentañ hon eus ar poent a-bezh, en eil hon eus tri-c'hard ur poent, en trede hon eus un
hanter hag er pevare hon eus ur c'hard poent .
Par skolaj Diwan bro Naoned
0
Jeudi 23 juin 2011
4
23
/06
/Juin
/2011
09:56
E-pad ar prantadoù studi eo ret bezañ didrouz peogwir e
reomp hon labour-noz.
Al Lun vintin etre eizh eur ha kard ha nav eur dek ez eus ur prantad studi.
An holl 'zo aotreet da vont. Hoel a ra war-dro.
D'an noz ez eus unan all, etre c'hwech eur nemet ugent ha seizh eur nemet ugent .
Rediet eo d'an diabarzhidi hag aotreet d'an diavaezidi.
Ar Meurzh abardaez ez eus ur prantad studi etre c'hwech eur nemet kard ha eizh eur nemet ugent. N'eo rediet da zen met aotreet eo d'an holl. Delfin a ra
war-dro.
Ar Yaou vintin a dremen evel al Lun vintin nemet n'eo ket Hoel a ra war-dro met Maina.
D'an noz e reomp ar memes tra hag al Lun noz.
Ar Gwener abardaez etre pemp eur ha pemp eur hanter ez eus prantad studi diwezhañ ar sizhun.
Océane
Par skolaj Diwan bro Naoned
0
Jeudi 23 juin 2011
4
23
/06
/Juin
/2011
09:40
D'an 11 a viz C'hwevrer e oa bet
treuzfurmet ar porzh :
d'an deiz-se e oa deuet ur c'harr-samm hag ur valaerezh .
E plas an douar e oa bet lakaet ter-du .
D'an noz e oamp sañset ober ur veilhadeg « Karaoké » .
Gant un urzhiataer e veze lakaet ar c'hanaouennoù hag asambles e veze bannet ar skeudenn ouzh ur voger .
Ar gudenn a oa ne yae ket en-dro al luc'hvanner .
E plas ar « c'h-Karaoke » hon eus graet un ehan bras
etre 7e45 ha war-dro 9e noz :
dre ma oa c'hoazh ar mekanikoù-chanter e oa tu kuzhat a-dreñv .
Maëlle
Par skolaj Diwan bro Naoned
0
Vendredi 17 juin 2011
5
17
/06
/Juin
/2011
16:49
Hon kelennerez war ar saozneg a zo anvet Emmanuelle plij a ra dezhi ober war-dro ar c'hezeg ha kelenn a ra e
kentelioù an noz.
Hon kelennerez war ar galleg hag
al latin a zo anvet Delfin hag ar rennerez eo ivez plij a ra dezhi lenn, c'hoari, keginañ ha dreist-holl pourmen
Hon kelennerez war skiantoù ar
vuhez hag an douar ha skiantoù fizik a zo anvet Isabelle.
Hon kelennerez war an arzoù a zo anvet Maïna ur c'hasourez eo ivez ha plij a ra dezhi tresañ,
bannikaat (tout ar pezh a zo liammet ouzh ar sirk ) ha dańsal a plij dezhi ivez.
Hon kelennerez CDI a zo anvet Hoel
ar penngasourez eo ivez plij a ra dezhi keginañ, mont da sonadegoù Rock ha kanaouennoù e galleg, labourat evel kazetennerez, pourmen e Breizh a-bezh.
Hon kelennerez war an
istor-geografiezh a zo anvet Damaris plij a ra dezhi tresañ ha Kanañ.
Hon kasour a zo anvet
Jonathan.
Hon kelenner deskadurezh korf ha
sport a zo anvet Steve .
Hon kelenner matematikoù, tekno ha
sonerezh a zo anvet Visant plij a ra dezhañ sellout pezhioù-c'hoari, sevel traoù gant an dorn, gant e mab, pourmen war droad, e marc'h-houarn pe e kayak en natur, lenn ha
beajiñ.
Hon kelenner brezhoneg, kasour ha penngelenner a zo anvet Sylvain Plij a ra dezhañ c'hoari echedoù , kemer poltridi, pourmen e gi ha
komz e brezhoneg gant mignoned.
Zoé &
Hoel
Par skolaj Diwan bro Naoned
1