Lundi 1 février 2010 1 01 /02 /Fév /2010 18:04

                                                                        
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra ur plac'h anvet Gwen. Ur plac'h gant blev melen e oa. Pinvidik mor e oa ha n'he doa mignon ebet. Kalz a boulloù-neuial he doa, kalz a skrammoù plasma unan he doa a oa brasoc'h eget un dachenn tennis.

Un deiz e oa aet da brenañ un DVD evit sellout outañ diouzh an noz war he skramm bras meurbet. An noz a gouezhas neuze ez eas da lakaat he film. Pa lakaas war enaou an tele ur vouezh a lavaras :

  • « Piv out ? » a lavaras ar skramm.

  • « Gw...Gwen on .» a respontas.

  • « Perak t'eus dihunet ac'hanon ? »

  • « C'hoant moa sellout ouzh un DVD. »

  • « Naon m'eus. C'hoant m'eus drebiñ kig. Met pas n'eus forzh peseurt kig. C'hoant m'eus drebiñ kig un den. »

Gwen a gomprenas e oa o komz diouti neuze e redas betek ar jardin. Gortoz a reas war ar gourvezvank. Pa glevas ur vouezh all:

  • « C'hoant m'eus drebiñ kig ! » a lavaras ar vouezh.

- «  Ahhhhhhhhhhh... »

Ar gourvezvank a oa o komz ivez. Soñjal a reas pellgomz d'ar polis. Digor a reas he hezoug. Ur vouezh all a gomzas:

  • « Emaon o vont da zrebiñ ac'hanout. »

  • « Perak oc'h eus c'hoant drebiñ ac'hanon? » a c'houlennas Gwen.

  • « Peogwir m'eus naon. »

Redek a reas betek kreiz-kêr hag ez eas da welout ar boliserien. Evit kontañ he istor. Met ne gredjont ket anezhi. Goulenn a rejont ma he doa butunnet. Respont a reas n'he doa ket. Neuze ez eas da welout Perrig ur paotr ispisializet war an arnodennoù dreistordinal. Lavar a reas n'en doa james klevet un istor a-seurt-se hag e heulias anezhi betek he zi. Mont a reas war ar gourvezvank en doa bet c'hoant drebiñ anezhi a-raok met n'en doa ket naon ken peogwir en doa drebet he c'hi, an hezoug en doa drebet ul logodenn hag ar skramm he zri c'hazh. Trist e oa Gwen met dinec'het e oa.

Tri bloaz goude e adkrogas ar memes istor. Neuze ez eas da welout Perrig. Labouret en doa war ar sujed hag e lavaras dezhi e oa peogwir e oa steudet ar planedennoù. Ne c'hoarvezhe nemet teir gwech en ur vilvedell.

Gwenn a oa amourous deus Perrig. Mont a reas da welout anezhañ evit anzav dezhañ he zrivlioù. Eñ ivez a oa amourous.

Pemp bloaz goude e timezjont. Bevañ a reont eurus.

 

 

Fin

 

Corentin


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 1 février 2010 1 01 /02 /Fév /2010 17:43

E 3010

E bro Spagn, e-barzh ur savadur bras meurbet e oa Anna o chom gant 300 den. Ur poull-neuial, salioù-sport, ur sal kimiezh … a oa. Ar mintin e veze lavaret "al lun 24 a viz Here" … hag an eur. Goulennet veze ma’z hor boa kousket mat hag e veze lakaet an daoulagad war ur panell hag a zigore an armel-dilhad. Tee-shirt glas, botoù glas a veze roet d’ar merc’hed … evit ar baotred, reoù wenn. Diouzh ar mintin ez ejod d’ar poull-neuial
Ne veze debret nemet legumaj met a-wechoù e teue a-benn Anna da gaout fritez.War-lec’h ez ae d’ar sport ha diouzh an noz e kemere ur banne gant he mignonezed. Met an noz-mañ e klevas traoù iskis neuze e yeas maez he c’hambr. Ne welas netra neuze ez eas en dro e-barzh he c’hambr hag e klevas « deus amañ. Er sal vras, diwall ouzh an dud. Na gomz gant den ebet». Ober a reas pezh a oa bet lâret dezhi. Pa erruas e klevas,  « bount ar voger en tu kleiz  ». Ha hi da vountañ. Met ne oa den ebet. Hag a-daol-trumm  « haaaaaaaaaaaaaa ». Un den marv a oa a-dreñv hag e huchas Anna. «Met den na glev ac’hanout » eme an hini marv dezhi. En ul lec’h bennak ez eus un tres, ret eo dit klask anezhañ hag adkas anezhañ din. Aon he doa Anna neuze e reas ar pezh en doa c’hoant hep klemichal. Ar mintin war-lerc'h e savas abretoc’h evit kavout an tres. Kavout a reas anezhañ met ne roas ket an tres d’an den marv. D'an noz e klevas « MERVEL a RIIIIIIIIIII » kreñvoc’h-kreñvañ. Hag un den a erruas : « Deus ganin » a c'houlennas.

- «  Pelec'h ? »
- « Dindan ar savadur emaomp »

Anna a heulias anezhañ. Ur wech erruet e oa tud iskiz, pennoù hirraet ha mouk ganto. Ur plad-nij a oa.  « Deus e-barzh  ! »

- « Pelec’h emaonp? Piv oc’h? Petra m’eus graet ? »

Respont a reas an den mouk :

En egor emaomp. Boudoù o tont eus an egor omp”

Unan a zeuas hag a lavaras dezhi :

- “Ur c’hlon out.”

- “Petra eo ur c’hlon” a repontas Anna.

- « Un den eveldout en deus graet ur c’hlon evit bevañ kalz muioc’h a amzer » a lavaras an den.

Anna a oa he bek digor war nav eur. War al loar e erruas. Tud evelto a oa bras, bihan, tev… Deus ganin a lavaras Liri, un den eus an egor. Pa zeuas un den da lavar dezhi :

- « Ezhomm hon eus ur gannadez evit mont war an douar hep lavar hon indentelezh . »

- « Ne anavezan netra diwar-benn an douar » a lavaras Anna .

- « Just-a-walc’h. »

Anna a respontas dezhañ :

- « Ya … met ma’z eus unan a adkav ac’hanon. » a lavaras Anna.

- « Rez ket bil. » a respontas dezhi.

Bep wech ma n’o do ket c’hoant an dud krediñ ac'hanout e vo un darvoud. Ha hi mont da welet prezidant ar Stadoù-Unanet.

- “ Forzh petra n’eus ket a voudoù bev o tont eus an egor. ”

Anna a repontas :

- “ Un darvoud a vo. Ur rinkin 50 metrad a vo e-barzh ar mor. ”

- “Ya, ya! Gwelet ' vo.”

An deiz war-lerc'he oa bet debret 20 den gant ar rinkin. Prezidant ar Stadoù-Unanet a lavaras da Anna :

- “ C’hoant hon eus kejañ ganto. ”

Met kavet he doa Anna ur vro vihan : Bro Skoz. Anna he doa plijadur da vevañ er vro-mañ. Tud an egor ne oant ket a-du. Koulskoude e laboure hag he doa un identelezh hag he doa gounezet trawalc’h a arc’hant evit prenañ un ti e Bro Skoz. Ur plac’h jentil a oa, Isabelle he anv he doa pedet anezhi da sellet ouzh ur film diwar un den bleiz. An noz-se he doa aon Anna neuze ez eas er-maez hag e welas un den bleiz dirazi. Kemeret he doa un tamm koad ha hi da redek war e lec'h hag e lazhas ar bleiz. Tud an egor a zeuas da gerc'hat anezhi ha hi da vevañ war al loar.


Hermine

 

 


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 15 juin 2009 1 15 /06 /Juin /2009 16:13

Beilhadeg bet d’ar yaou 19 a viz Meurzh 2009

 

Ar veilhadeg-mañ, a oa he fall ober « Masach » treid, an eil d’ar re all, a oa bet goulennet gant ar skolajidi.

 


Da gentañ e oa bet lakaet sonerezh ZEN evit sioulaat, a drugarez da drouz ar mor, al laboused….

 

An eoul evit ar “Masach” oa bet fardet gant Anne-Claire, ha da gentañ oa bet ret d’ar skolajidi divinout gant petra e oa bet graet :

Ha setu : Gant Eoul Olivez hag eoul « essentielle » Lavand :

« Mat tre a-enep an anken »

 
Setu pep hini en ur skipailh daou, astennet war ur vatalasenn gant ur goubenner evit bezañ staliet mat.

 

Ha setu ! Deomp dezhi evit un eurvezh Masach treid, en ur cheñch ar skipailhoù.







A-sil-da-sil e oa pep hini akentus gant e labour hag an endervezh ZEN oa bet kavet mat gant an holl.

 

Da ober en-dro!!

 

Publié dans : Beilhadegoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 4 mai 2009 1 04 /05 /Mai /2009 16:05

D’ar yaou 12 a viz Meurzh

 

 

Evit ar veilhadeg-se e oa ret d’ar skolajidi ijinañ ha sevel skritelloù evit kinklañ dorioù o c’hambreier, gant lizherennoù e koad.

      





Kalz a ijin a oa ganto ha dibabet e oa bet an anvioù- mañ:



Evit ar baotred : KO TA RA LU

Perag an anv mañ? Iskis eo !

Ar baotred o deus kemeret derou anv pep hini: Corentin, Tangi, Rayan ha Lucas.

 

Evit ar merc’hed : TOUTOU LAOUEN

« Brav ha moutig eo an anv-mañ » emezo.

 

Hag evit Hoel hag Anne-Claire, ar gasourezed, o doa dibabet : TI AR BUZHUG
Plijet tre e oa an diabarzhidi oc’h aozañ ar skritelloù: graet e oant bet gant kalz a lusk en ur aergelc’h laouen- kenañ.

Publié dans : Beilhadegoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 20 avril 2009 1 20 /04 /Avr /2009 22:32
 

Evit mont ha dont d'ar skolaj

Gant an tren e teu skolajidi Sant-Nazer betek hor skolaj, d'al Lun ha d'ar Yaou. Da 7e05 e pign unan deus an daou skolajiad e Sant-Nazer ha da 7e35 e cheñch tren e Savenneg. Ar skolajiadez all a adkav neuze hini Sant-Nazer. Erru a reont e ti-gar Basse-Indre da 7e59 hag e adkavont an dud a zegas anezho betek ar skolaj, e-lec'h ma erruont da 8e15, just e koulz evit ar gentel gentañ.

 

Skolajidi Naoned a implij kirri-tan o kenvoeturiñ evit lod. Dont a ra ar skolajidi-mañ deus taolpadur Naoned : Kerc'hfaou, Santez-Luzenn, Sant-Ervlan, Koeron, Reudied ha Naoned.

 

 

 

Tangi Stevant ha Lucas Guillanton


Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
 
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus - Articles les plus commentés