D'an 26 a viz Ebrel hor bo ar blijadur da zegemer strollad c'hoariva Elektrake. Kinnig a raio ar strollad tud yaouank o fezh
"Ur wadek a emvod familh".
D'an 26 a viz Ebrel hor bo ar blijadur da zegemer strollad c'hoariva Elektrake. Kinnig a raio ar strollad tud yaouank o fezh

Skolajidi Ar Releg-Kerhuon ha Naoned dirak ar "Pueblo español"
D’ar Meurzh hor boa gweladennet ar c’harter gotek, iliz-veur Barcelona, gant un heñcher, pezh a oa un dra vat. D’an endervezh e oamp bet da bourmen e Liorzh ar Ciutadella, ul liorzh brav-tre gant gwez hag ur stank e-tal ar Ciutadella. Plijus-tre e oa. Gant ar familhoù a zegemere ac’hanomp hor boa graet anaoudegezh diouzh an noz; Dre strolladoù daou pe dri. Tremenet e oa mat-tre ha jentil e oant bet ganeomp.
Catedral de la Santa Creu i de Santa Eulàlia
D’ar Merc’her oamp bet da vMontserrat. Er menezioù emañ, da un eur hanter hent dre vras eus Barcelona. Brav e oa an amzer hag ar gweledva. D’an endervezh e oamp bet da gomz ha d’ober sport gant skolajidi Terrassa. Degemerus-tre oant bet ha gallet hor boa eskemm.
Monserrat

Merenn vihan gant skolajidi Terrassa Degemeret oamp bet er skolaj... e brezhoneg
!
D’ar Yaou hor boa gweladennet ar porzh kozh ha da c’houde hor boa bet amzer dieub er porzh da gentañ, hag er Ramblas war-lerc’h. Las Ramblas a zo ur straed hir-tre gant kalz stalioù evit an douristed da skouer. Ar Pueblo español hor boa gweladennet . War-lerc’h e oamp sañset mont er Sagrada Familia met deiz an harz-labour hollek e oa. Stanket e oa ar straedoù eta, hag e plas e oamp bet d’ar playa, an draezhenn !
Ar porzh kozh
Un harz labour bras e Bro-Spagn, stanket e oa kreiz kêr Barcelona d'ar Yaou
Da weladenniñ ar Sagrada Familia, un Iliz savet gant Gaudi, e oamp bet d’ar Gwener vintin. Tapet hor boa an tren-buzhug evit mont da virdi ar skiantoù: ar Cosmo Caixa en deus plijet kalz d’an holl. Ar junglenn an hini eo he deus plijet din ar muiañ. Un nebeut gwez divent gant dour e pep lec’h tro-dro a oa en ul lec’h gwarezet gant gwer. Tomm-tre e oa e-barzh, ha gleb. Tu oa da welet ar glav o kouezhañ war an dour hag ivez da welet al loened o neuial e-barzh. Dedennus e oa. Mod all e oa kement a draoù da welet n’eus ket tu da gontañ ! D’ar Parque Güell, savet gant Gaudí, e oamp bet d’an endervezh . Mozaikoù a oa, kalz livioù, brav-eston e oa ! Ur c’hoari hor boa graet ennañ ha gallet hor boa dizoleiñ kalz traoù.

Cosmo Caixa: Mirdi ar skiantoù. Un akwariom souezhus hag ur bern talioù-arnod d'ober !

Ar parque güell
Plijet en deus ar veaj d’an holl ha c’hoant o doa lod da chom pelloc’h…
Pennad skrivet gant Keridwen F. M., 3de Klas
Skeudennoù: S. Peron
Dec'h da noz, evel bep Yaou ez eus bet aozet ur veilhadeg er skolaj...
Ar chañs hon eus da gaout Marie-Gaëlle da stajiadez er skolaj a-hed ar sizhunvezh. Kinniget he deus, gant sikour ar gasourien, aozañ ur veilhadeg war danvez an arzoù, ar pezh a blij dezhi kalz !
Aozet 'zo bet tri stal diwar-benn an Nevez-amzer:
Ur stal livaj gant Marie-Gaëlle, div follenn vras, 12 skolajiad, liv (pennlivioù nemetken), ijin ha startijenn !
Ur stal Haïku gant Clément ha Melen, pevar a zo bet skrivet ganto:
Ar geot a zo brav
Er maez ne ra ket glav
Glas eo ar geot
Bleunioù o tivañ
An heol o lugerniñ
Bed o aveliñ
Ar geot a c'hoari
An heol war ar wezenn
Labous en e neizh
Ur bugel a nij er-maez
debret ar bugel
Ur stal pegañ gant Chloé, ur bern paper adimplijet hag awenet ar skolajidi gant an danvez !
An disoc'h a zo dreist, ha staget er sal vras: deuit da welet, ne veoc'h ket dipitet !
E deskadurezh keodedel e teskomp perak eo a-bouez mont d'ar skol,reolennoù ar vuhez pemdeziek. Deskiñ a reomp petra eo an idantelezh ha penaos kaout ar vroadelezh gall.
Desket 'vez petra c'hoarvezh pa ne yaer ket d'ar skol (e broioù 'zo e lak ar gerent ar vugale da labourat neuze ne c'hellont ket mont d'ar skol).
Plij a ra din peogwir e vez sellet kalz fotoioù lakaet e stumm diaporama.
Ha dedennus eo.
Yannis.
Graet hon eus peñtabon, redadegoù ha vorteks.
Er peñtaboñ ar pal a zo mont ar pellañ posubl oc'h implijout pe an troad dehou, an hini dehou, an hini kleiz, pe an hini kleiz, an hini dehou, an hini kleiz.
Ar redadegoù 'vez graet war 50 metrad o vont ar buanañ ar gwellañ .
Er vorteks ez eus pevar linenn. Ar pal 'zo bannañ ar vorteks ar pellañ posubl eeun el linenn dirak. Ar poentoù : el linenn gentañ hon eus ar poent a-bezh, en eil hon eus tri-c'hard ur poent, en trede hon eus un hanter hag er pevare hon eus ur c'hard poent .