4 Mai 2009
D’ar yaou 12 a viz Meurzh
Evit ar veilhadeg-se e oa ret d’ar skolajidi ijinañ ha sevel skritelloù evit kinklañ dorioù o c’hambreier, gant lizherennoù e koad.
Kalz a ijin a oa ganto ha dibabet e oa bet an anvioù- mañ:
Evit ar baotred : KO TA RA LU
Perag an anv mañ? Iskis eo !
Ar baotred o deus kemeret derou anv pep hini: Corentin, Tangi, Rayan ha Lucas.
Evit ar merc’hed : TOUTOU LAOUEN
« Brav ha moutig eo an anv-mañ » emezo.
Hag evit Hoel hag Anne-Claire, ar gasourezed, o doa dibabet : TI AR BUZHUG
Plijet tre e oa an diabarzhidi oc’h aozañ ar skritelloù: graet e oant bet gant kalz a lusk en ur aergelc’h laouen- kenañ.