Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Ar veilhadegoù e Skolaj DIWAN Liger-Atlantel

Ar veilhadegoù a zo aozet gant Maina ha Jonathan, a zo kasourien. Bep sizhun e ijinont un dra bennak nevez. D'ar Yaou noz e tremen. E-pad un eurvezh e reomp kalz a draoù evel c'hoari "Tabou", "Bleiz-Garou" pe labour-dorn: tresañ war rochedoù...

 

 

C'hoari ar "Bleiz-garou"

 

Kartennoù a zo: reoù a ziskouez ur bleiz, ar "Bleizi-Garou "eo. Ret eo dezho lazhañ an dud er geriadenn. Kartennoù all a ziskouez tud a vo "tud ar geriadenn. Kartennoù ispisial a zo ivez evel unan a ziskouez ur chaseour, eñ a c'hello lazhañ unan bennak pa varvo... P'eo lazhet an holl "Bleiz-Garou" eo tud ar geriadenn o deus gounezet. Pa vez lazhet an holl dud eo ar Bleizi-Garou o deus gounezet. A-benn ar fin eo bet echuet ar c'hoari goude daou drec'h evit tud ar geriadenn.

 DSCI0001.JPG

Nozvezh Nedeleg

 

Evit gouel Nedeleg 2010 hon eus degaset sonerezh hag eo bet staliet gouleier bras ha memes ur voul gant talioù. Aozet eo bet an du (en ur serriñ ar volañchoù) hag eo kroget ar boum. Padet en deus un eurvezh hag e oamp oc'h evañ chug iskis mesket en ur zañsal forzh pegement. Ouzhpenn, er fin, eo bet digoret profoù! Unan evit pep klasad. Kavet eo bet ur c'hoari "Tabou", ur c'hoari "Roueed breizh" a zo ur c'hoari un tammig diaes da gompren, hag ar c'hoari Dixit, gant skeudennoù, plijus-tre.

 

 

Kinkladurioù er skolaj

 

Evit al labour-dorn eo bet graet un dra dedennus-tre da-geñver kinkladurioù ar skolaj: treset eo

bet traoù war prinistri ar skolaj gant livaj gwenn Spagn! Aozet eo bet al livaj gant gwenn raz hag

un tamm dour. Aes e oa livañ peogwir e c'hallemp tennañ ar fazioù en ur dorchañ gant ur spouenn ha dour. Livet eo bet prinistri ar sal-vras, an trepas ha klas ar re c'hwervet Tennet eo bet al liva-

durioù d'ar 6 a viz Genver.

 

 

 

Julia-marie

BRAUD

5vet

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article