Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Redadeg 2012

 

Ar bemveidi ha ar bevareidi e Roazhon evit Ar Redadeg

 

 

Ur redadeg a-eilek eo « Ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep daou vloaz.

Ar bloaz-mañ goude bezañ loc’het eus Brest d’an 12 a viz Mae e tegouezhe Redadeg 2012 d’an 19 a viz Mae e Douarnenez. .. en ur dremen dre Vontroulez, Sant-Brieg, Sant-Maloù, Roazhon, Naoned, Gwened, an Oriant, Rostren, Rosporden, a-hed ur 1500 km gwerzhet evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

 

Aet oamp gant an TER da Roazhon evit kemer perzh d'Ar Redadeg. E-pad ar veaj hon doa c'hoariet en tren, mod-se e tremen buanoc'h ar veaj.


Bet oamp da welout ar Parlamant.

DSC07975.JPG

 

Debret hor boa e-kichen an ti-kêr hag e-pad an amzer-se e oa tud o pleustriñ evit ar sonadeg.

O c'hortoz evit mont da weladenniñ ar mirdi er Maezioù Frank hor boa c'hoariet war ar blasenn e-pad 20 munutenn : un domatezenn ketchup.


DSC08040.JPG

 

Er Mirdi Breizh hor boa gwelet un diskouezadeg diwar-benn Istor Breizh eus ar ragistor betek Anna Vreizh. An heñcher a oa brezhoneg gantañ.

 

DSC08060.JPG

 

Redet hor boa evit ar Redadeg asembles gant skol Diwan Roazhon e pad 3 min 29 (1 km) eus plasenn an Ti-kêr betek Le Colombier.

 

DSC08081

Goude hor boa debret ur merenn-vihan e Liorzh an Thabor e-lec'h ma oa laboused eus broioù all.

Evit distreiñ e oamp pignet en-dro en tren hag e Naoned e oa hor c'herent o c'hortoz ac'hanomp.

 

Myriam, Yuna ha Emma

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article