28 Septembre 2014
Kalonek e oa an dud o deus savet abred ar mintin-mañ, goude manifestadeg vras an derc'hent, evit mont d'an TRO HA DISTRO.
N'int ket bet dipitet avat, gant an abadennoù kinniget, liesseurt ha plijus war gwenodennoù nevez savet gant Naoned Meur-Gêr war gumun Sant-Ervlan.
Degemeret int bet dirak skol nevez La Pelousière gant son an dreuzenn-gaol.
Treuzet ez eus bet en daou du geunioù Tougas, en ur selaou en ur vont, ur brezegenn diwar-benn an hent-houarn, hag en ur zistreiñ, un displegadenn diwar-benn ar geunioù, o flantoù hag o loened...
War menez lastez Tougas ez eus bet selaouet ar strollad Bombard and Co ha diskouezet ez eus bet ar C'hung-Fu.
A-us da lenn Ar Veingleuz, Violondañs en deus kinniget un abadenn dañsoù Bro-Iwerzhon.
War-Zu an distro, an holl o doa sec'hed ha naon, abalamour d'an amzer re vrav !