Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

beaj ar re 6vet e bro Leon

C'hoariet hon eus war ar reier.

C'hoariet hon eus war ar reier.

Debriñ an dijuni en hon ti-annez.

Debriñ an dijuni en hon ti-annez.

Plijadur zo bet o veajiñ e bro Leon er bloaz-mañ etre ar 14 hag ar 16 a viz Here 2015.

Brav ha fresk e oa an amzer. Brav e oa ar gweledva. Tro hon eus bet da bourmen war an aod ha da gompren petra oa micher ha buhez ar vezhinaerien war aod ar vro bagan.

Lojet e oamp en un ti-plouz brav eston. Debret hon eus mat !

Kejet hon eus ouzh skolajidi all e skolaj Bro an Aberioù e Lanniliz hag e skolaj Diwan Gwiseni.

Graet hon eus atalieroù a bep seurt : c'hoarioù matematik, arzoù kaer, fardañ toaz evit krampouezh, labour-dorn, c'hoari war ar reier, c'hoarioù kevredigezh.

Kemeret hon eus perzh e beilhadeg skolajidi Gwiseni.

A bep seurt hon eus graet. Skuizh mat e oamp ha meritet hon eus hor vakañsoù !

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article