21 Septembre 2017
Evel ma ouezit e lido Diwan e 40 vloaz a-hed ar bloavezh skol nevez-mañ.
Evit an degouezh-mañ e vo savet ul levr/albom ! Ennañ e vo kavet testennoù diwar-benn Diwan mui skeudennoù holl klasoù skolioù ar rouedad.
D'an 11 A Viz Gwengolo eo deuet Ronan Le Pennec, luc’hskeudenner a vicher. Skoliataet e Diwan eo bet ha tad e skol Lesneven eo.
Fotoiù dibar zo bet tennet gantañ hag dibabet eo bet gant skipailh ar skolaj hag ar skolajidi dont treuswisket er skolaj evit an devezh a-bezh !
Evel just plijadur zo bet !!