Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

“Sekredoù loened feurennoù ar skolajidi”

Beilhadeg eskemm diwar feurennoù degaset gant pep hini.

D’ar Yaou 26 a viz C’hwevrer 2009

 

 
Evit ar veilhadeg-se e oa bet degaset feurennoù gant ar skolajidi evit kinnig anezho d’ar re all.

 

Da gentañ en deus pep hini dibabet div pe deir feurenn, hag o deus displeget perak o doa dibabet houmañ, en ur bern, hep gouzout da biv e oa.

“Moutig eo”, “me gar al loened-se”, « me gar livioù al loen-mañ », « ar memes feurenn am’eus em zi »…

 

Goude-se o deus lavaret o soñj evit kavout da biv e oa ar feurenn o doa dibabet.

« Gwelet ’m eus anezhañ e kambr ar merc’hed/ ar paotred dija…», « ar memes lagad ha Tangi  en deus!… », « D’am soñj eo da … peogwir e kar al loened-se… », « D’am soñj eo d’ur paotr, met n’ouzon ket da biv…, « da Hoel eo ar c’hañval-mañ peogwir he deus beajet er vro e-lec’h m’emañ o chom al loened-se… »…

 

 

Pa oa echu klask da biv e oa ar feurenn, e oa ret dezho reiñ en-dro d’e berc’henn(ez).

 

E-pad ar veilhadeg-se o deus bet tro ar slolajidi da selaou an eil ar re all ha neuze dizoleiñ gwelloc’h o c’hamaraded.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article