Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Alje '57

Alje ’57

Deuet e oa Pierre-Emmanuel Marais da skolaj Diwan Naoned evit komz gant ar re drede diwar-benn Alje ’57, ul levr skrivet gantañ. C’hoant en doa skrivañ ul levr diwar-benn brezel Aljeria ‘blam d’e dad en doa kemeret perzh ennañ. Kroget en doa da skrivañ al levr un nebeut bloavezhioù ‘zo met n’eo ket e wir micher neuze n’eo ket deuet er-maez diouzhtu. Ma skrive ul levr a oa kaoz eus brezel Aljeria e oa ret dezhañ komz eus ar jahinerezh evit diskouez an traoù spontus bet c’hoarvezet ha peogwir e oa bet chomet kuzhet e pad pell. Troc’het en deus ar jahinereh diouzh an istor evit reiñ ul lusk. Rediet eo bet d’ober enklaskoù evit deskrivañ mat lec’hioù an istor a dremene en Aljeria peogwir n’eo james aet du-hont.

E levr en deus graet berzh e Breizh, souezhet e oa met laouen-tre. Resevet en deus un nebeut prizioù hag evit ar re a zo mall warno lenn ul levr all diouzh an A. Marais ret eo deoc’h gouzout emañ o skrivañ unan all.

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article