Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Beilhadeg an ''Taboo''

Bep Yaou noz hon eus ur veilhadeg hag a zo aozet gant Jonathan ha Maina.

Ur wech hon eus c'hoariet d'an «Taboo».

Ur c'hoari a-stroll eo m'eo ret lakaat e skipailh da zivinout ur ger. Ar ger-mañ a zo skrivet war ur gartenn. Tu 'zo respont en ur zresañ, en ur jestraouiñ pe mod all en ur lakaat da zivinout en ur gomz hep lavar gerioù 'zo.

Graet hon eus daou strollad evit gellout c'hoari: ur strollad a zo aet en nec'h gant Jonathan hag an eil a zo chomet er sal vras gant Maina.

Fentus ha plijus e oa.

 

Lucas LEMOINE foto-blog-lucas.jpg

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article