Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Degemer ar Reunioniz

Degemer ar Reunioniz er skolaj an 13 a viz Mae

 

Ur strollad Reunioniz yaouank etre 7 ha 17 vloaz a oa deuet er skolaj. En ur gevredigezh anvet “Ankrake” emaint. Ar gevredigezh a labour ganto diwar-benn sevenadur enezenn ar Réunion hag ar yezh Kreoleg.

Graet hor boa c’hoarioù Breizh gant sikour Dominique, paotr ar FALSAB, ha Steve hor c’helenner war ar sport. Bez e oa ar sabo, paledoù, kilhoù ha c’hoarioù all.

 

Goude hor boa kemeret ur verenn vihan gant ar reunioniz. Un dañs anvet maloya o doa graet. Diskouezet e oa bet daou filmig evit displegañ ar pezh a reont hag ar pezh a reomp ni. Ar reunioniz o doa graet profoù brav d’ar skolaj : tapisoù, pladoù kinklet, levrioù. Komzet hor boa ha plijus e oa. Ha war-lerc’h e oant aet kuit dindan ur barrad glav.

 

Degemer-ar-Reunioniz Degemer-ar-Reunioniz

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article