Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Beaj e Barcelona

 

Etre ar 26 hag an 31 a viz Meurzh 2012 hor boa graet, 3de ha 4re ur veaj e Barcelona. Gant 3de skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon e oamp. Sylvain ha Chloé a oa ganeomp, Erwan ha Gwenole a oa eus ar Releg.

Skolajidi Ar Releg-Kerhuon ha Naoned dirak ar "Pueblo español"


D’ar Meurzh hor boa gweladennet ar c’harter gotek, iliz-veur Barcelona, gant un heñcher, pezh a oa un dra vat. D’an endervezh e oamp bet da bourmen e Liorzh ar Ciutadella, ul liorzh brav-tre gant gwez hag ur stank e-tal ar Ciutadella. Plijus-tre e oa. Gant ar familhoù a zegemere ac’hanomp hor boa graet anaoudegezh diouzh an noz;  Dre strolladoù daou pe dri. Tremenet e oa mat-tre ha jentil e oant bet ganeomp.

 

Photo-020.jpg

                                                                     Catedral de la Santa Creu i de Santa Eulàlia


D’ar Merc’her oamp bet da vMontserrat. Er menezioù emañ, da un eur hanter hent dre vras eus Barcelona. Brav e oa an amzer hag ar gweledva. D’an endervezh e oamp bet da gomz ha d’ober sport gant skolajidi Terrassa. Degemerus-tre oant bet ha gallet hor boa eskemm.

 

Photo-052.jpg

                                                                                                Monserrat

              

Photo-079.jpg                  Photo-089.jpg

 

Merenn vihan gant skolajidi Terrassa                  Degemeret oamp bet er skolaj... e brezhoneg !


D’ar Yaou hor boa gweladennet ar porzh kozh ha da c’houde hor boa bet amzer dieub er porzh da gentañ, hag er Ramblas war-lerc’h. Las Ramblas a zo ur straed hir-tre gant kalz stalioù evit an douristed da skouer. Ar Pueblo español hor boa gweladennet . War-lerc’h e oamp sañset mont er Sagrada Familia met deiz an harz-labour hollek e oa. Stanket e oa ar straedoù eta, hag e plas e oamp bet d’ar playa, an draezhenn !

 

Photo 097         

                                                                                               Ar porzh kozh

 Photo-115.jpg                                                                                                                      

                                Un harz labour bras e Bro-Spagn, stanket e oa kreiz kêr Barcelona d'ar Yaou

 

Da weladenniñ ar Sagrada Familia, un Iliz savet gant Gaudi, e oamp bet d’ar Gwener vintin. Tapet hor boa an tren-buzhug evit mont da virdi ar skiantoù: ar Cosmo Caixa en deus plijet kalz d’an holl. Ar junglenn an hini eo he deus plijet din ar muiañ. Un nebeut gwez divent gant dour e pep lec’h tro-dro a oa en ul lec’h gwarezet gant gwer. Tomm-tre e oa e-barzh, ha gleb. Tu oa da welet ar glav o kouezhañ war an dour hag ivez da welet al loened o neuial e-barzh. Dedennus e oa. Mod all e oa kement a draoù da welet n’eus ket tu da gontañ ! D’ar Parque Güell, savet gant Gaudí, e oamp bet d’an endervezh . Mozaikoù a oa, kalz livioù, brav-eston e oa ! Ur c’hoari hor boa graet ennañ ha gallet hor boa dizoleiñ kalz traoù.

 

Photo-168.jpg                Photo 153

Cosmo Caixa: Mirdi ar skiantoù. Un akwariom souezhus hag ur bern talioù-arnod d'ober !

 

Photo-202.jpg               Photo-189-copie-1.jpg

Ar parque güell

 

Plijet en deus ar veaj d’an holl ha c’hoant o doa lod da chom pelloc’h…

 

Pennad skrivet gant Keridwen F. M., 3de Klas

Skeudennoù: S. Peron


 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
K
Met pelec'h emañ Lucas G. ???
Répondre