Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Ar filmoù

 

Ted

Un het aet da wir eo istor Ted. Ur paotrig 8 vloaz, hep mignon eo John Bennet hag en deus c'hoant e teufe e voutig e vignon muiañ-karet a-hed e vuhez. An dra-se a c'hoarvez e 1985. Dont a ra an nanarzh Ted da vev hag anavezet gant an holl eo. 27 vloaz war-lerc'h, n'en deus ket cheñchet kalz : tremen a ra e amzer o evañ bier hag o vutuniñ dramm dirak an tele. Lori a raio pep tra evit dispartiañ an daou vignon.

 

Ur film farsus eo.

    Padout a ra :1:47

 mael.jpg

premiere.fr

 

Gwenn Erc'h hag ar chaseour:

Krouet eo bet Gwenn Erc'h hag ar chaseour gant Rupert Sanders.

Gwenn erc'h zo ur plac'h a zo marvet he mamm e-pad ar goañv hag he zad zo bet lazhet e-pad an noz ,

    Paket eo prizoniadez gant he mamm-gaer. Dont a ra a-benn da vont kuit , sikouret eo bet gant ur chaseour. Gant sikour ar 7 korrig e teuio a-benn da lakaat war o du an holl varc'heg a oa a-raok gant he zad . An aktourien brasañ zo Kristen Stewart a ra Gwenn-Erc'h , Chris Hemsworth a ra ar chaseour , Charlize Theron a ra he mamm-gaer hag Sam Claudine a ra ar priñs Wiliam . Ar film a pad 1 eurvezh ha 27 munutenn .

 

 

 

An aotrouien

Ur film troet e enez Molenez graet gant Oliver Dahan.

Istor un den zo bet brudet gant ar foot eo ha bremañ ne ra ket mui foot eo aet da vezvier hag eo bet tennet digantañ e wir da zesevel e verc'h. Neuze m'en deus c'hoant da adwelout anezhi eo ret labourat. Kavout a ra ul labour gourdoner e Molenez.  

    Kejañ a ra an istor gant hini Molenez ma serr un fritur (embregerezh pesked) enni.

An holl a z'a kuit eus an enezenn. Ar skipailh mell-droad a z'a da Varsilha d'ar gourfenn. Koll a ra ar c'hrogad met gounezet ez eus bet kalzig a arc'hant evit saveteiñ ar fritur. Dont a ra a-benn da saveteiñ an enezenn hag he annezidi.

      Les Seigneurs

 

 

 

Gwenvael,Maéla,Maelle

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article