Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Mirdi ar voullerezh

 

Gant istor-geo hor boa kroget an devezh. Goude hor boa bet D.K.S., ehan, D.K.S. Hor piknikoù hor boa kemeret evit an devezh ha ni da vont da vekanikoù an enezenn lec'h m'hor boa adkavet ar re cm2. Du-hont hor boa pikniket. Goude, en ur c'hortoz mont d'ar mirdi, hor boa graet c'hoarioù : ar 17 alumetezenn ( c'hoari ma vez staget ur c'hwezigell war hon treid), bannañ kelc'hioù war peulioù bihan... E mirdi ar voulerezh e oamp bet war-lerc'h. E div strollad e oamp bet dispartiet. Kalz a draoù hor boa gwelet evel ar mekanik brasañ gant piv e oa bet savet ur skritell vras, 64 fajennad enni. Distroet e oamp, gant ar re cm2, betek an tram, lec'h hor boa bet amzer d' en em lavar kenavo. D'ar skolaj e oamp distroet hag goude un ehanig hor boa graet bilañs an devezh. Un destenn hor boa savet evit ar blog. Jules

DSCN8862.JPGDSCN8860.JPG

DSCN8863.JPGDSCN8867.JPG

DSCN8868.JPGDSCN8872.JPG

Testeni ar re 6vet:

Plijus e oa peogwir e oa ar re CM2 hag hor boa gweladennet mirdi ar voullerezh.

Ar re CM2 a oa o vountañ. Dedennus e oa deskiñ traoù diwar-benn ar voullerezh. Plijus e oa ar pik-nik.

Plijus e oa adwelout ar re CM2.

Plijus e oa gwelout an olifant a-dost.

Domaj e oa peogwir n'hor boa ket gallet implijout holl ar mekanikoù. Desket em boa c'hoari ar 17 alumetezenn.

Desket em boa penaos ez ae en-dro ar voullerezh gwechall ha penaos e veze graet ar c'hatezennoù. Penaos ez a en-dro ur wask.

Desket em boa e oa disheñvel an touchennaouegoù hervez ar broioù.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article