Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Skolaj Diwan Liger Atlantel

Amañ e vez komzet eus ur bern traoù, beilhadegoù, dudi, buhez er skolaj,..

Skrivadeg 2012, Skolaj Diwan Naoned 'neus kemeret perzh !

Gourfenn ar Skrivadeg e Karaez

 

Aozet e oa bet gourfenn ar Skrivadeg a Karaez disadorn tremenet. 98 den o doa kemeret perzh, en o-zouez skolajidi ha kelennerien Skolaj Diwan Liger Atlantel.

 

Skr-Karaez__054.JPG                         War  ar renk kentañ, skolajidi Naoned o labourat start : Elouan, Julia-Marie, Melen ha Keridwen

 

Kentañ tro an abadenn reizhskrivañ brezhoneg a oa d'an 10 a viz Meurzh. D'an deiziad-se e oa bet dibabet ar re a yafe d'ar gourfenn. Ur bern skolidi eus Diwan Naoned, Skolajidi St Ervlan hag o c'helennerien a oa bet pedet da vont da gKaraez.

 

Skr-Karaez 056  Skr-Karaez 049


 

E Karaez e oa bet awenet tud ar skolaj ! Evit rummad ar skolajidi eo aet ar maout gant Keridwen hag an eil priz gant Julia-Marie! Malo Adeux, kelenner er skolaj 'n eus bet an trede priz evit rummad an dud a vicher.

Gourc'hemmennoù d'an holl !!!

 

Prizioù-all a zo bet roet da dud Naoned evit rummad ar re CE, met ivez da dud deuet o kregiñ gant ar yezh.

 

 

Ouzhpenn-se ar skolajidi o doa bet tro da welet o c'helenner war al leurenn 

Skr-Karaez 110

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article